Augusta von Hannover
Augusta Frederica, pe Augusta Breizh-Veur pe Augusta von Hannover (1737-1813), a oa ur briñsez saoz.
Merc'h-vihan e oa d'ar roue saoz George II, ha merc'h e oa da Frederick, priñs Kembre (mab henañ George II ha Caroline von Brandenburg-Ansbach) ha da Augusta von Sachsen-Gotha. C'hoar e oa d'ar roue George III.
Ganet e oa e Palez St. James e Londrez. He zad e oa mab henañ ar roue George II, priñs Kembre, hag he mamm a oa ur briñsez alaman, Augusta von Sachsen-Gotha.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe d'an dug alaman Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig.
Seizh bugel he doe .
Hec'h eil merc'h Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel a zimezas d'he c'henderv, ar roue George IV, un dimeziñ a droas fall.
En 1806, pa voe diskleriet ar brezel gant Prusia da Vro-C'hall, ez eas an dug, da 71 bloaz, da gemer penn arme Prusia. Trec'h e voe ar C'hallaoued e emgann Iena, hag en deiz-se end-eeun e voe gloazet an dug en emgann Auerstaedt. Mervel a reas dindan miz. Ret e voe da Augusta tec'hel eus he falez distrujet en Altona, da repuiñ da Augustenborg, ur stad vihan e-kichen Jutland. Eno e veve e ti he nizez Louise Auguste Danmark, merc'h d'he c'hoar Carolina Matilde, betek an deiz ma voe pedet gant he breur, George III, da zont da chom da Vro-Saoz e miz Gwengolo 1807. Mont a reas da chom ur pennad gant he merc'h, priñsez Kembre. Prenañ a reas an ti e-kichen a voe anvet Brünswick House.
Mervel a eure en Brünswick House, en Blackheath, Greenwich, e 1813, da 75 bloaz. He merc'h a varvas un toullad bloavezhioù goude.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh bugel he doa bet:
- Augusta (1764-1788), a zimezas en 1780 da Frederig III, dug Wurtemberg
- Karl (1766-1806), a zimezas en 1790 da Frédérique van Orange-Nassau (1770-1819) (merc'h da Guillaume V van Orange-Nassau, stathouder ar Proviñsoù-Unanet)
- Caroline Amelie (1768-1821), a zimezas e 1795 da George IV (1762-1830), roue Breizh-Veur
- Georg (1769-1811)
- August (1770-1820)
- Friedrich Wilhelm (1771-1815), dug Braunschweig-Wolfenbüttel, Braunschweig-Bevern, Braunschweig-Danneburg, Braunschweig-Göttingen, Braunschweig-Salzderhelden ha Braunschweig-Osterode adal 1806 betek 1820, a zimezas en 1802 da [Maria Elisabeth Wilhelmine von Baden]] (1782-1808), merc'h da Karl Ludwig von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt ha c'hoar da impalaerez Rusia ha da rouanez Sveden; daou vab o doe, an eil e oa an dug Wilhelm von Braunschweig-Wolfenbüttel marvet en 1884, an hini diwezhañ eus ar skourr Braunschweig-Wolfenbüttel.
- Amelie (1772-1773), marvet da ur bloaz